La culture à Lorient

Un projet de territoire à la portée de tous

Le Réservoir ©Samifati
Le Réservoir ©Samifati

A Lorient, inscrite dans nos origines, la culture nous tient lieu d'héritage.
Au fil du temps, elle a révélé l'identité de la ville, a contribué à son rayonnement et à son dynamisme, à l'instar de notre Théâtre de Lorient ou encore du légendaire Festival Interceltique. Insufflée aujourd'hui dans le quotidien des habitants, la culture est tout à la fois créatrice de liens, élément de qualité de vie et facteur d'épanouissement personnel.
Fondement de société, projet de territoire, elle a, pour nous, valeur de partition essentielle. Désireux que la culture et l'art soient à la portée de tous, nous avançons dans plusieurs directions : concilier l'excellence et la proximité, soutenir l'indispensable création, ouvrir à chaque Lorientais un accès possible à la pratique de son choix, faire partager le plaisir de rencontres d'art tout public...
Car, dans une ville de confluences, port ouvert aux autres et agité de courants d'art, notre objectif est bien que la culture rallie tous les âges, capte toutes les énergies et les participations. Aux côtés de nombreux partenaires, nous œuvrons pour qu'elle se diffuse, dans l'éclectisme le plus large, trouve sa place, entière, sur l'espace public, pousse les murs et bouge les lignes.
Tout se fabrique sous vos yeux et avec vous : les créateurs s'immergent dans la ville, les projets entre établissements et associations se mettent en résonance, votre curiosité s'aiguise. Ainsi se nourrit la part féconde, vivante et talentueuse de Lorient.

Norbert Métairie
Maire de Lorient
Président de Lorient Agglomération

Viscount Park Pipe Band au jardin Gabriel
Viscount Park Pipe Band au jardin Gabriel

A-c'houde ma oa ganet kêr an Oriant emañ ar sevenadur e-kreiz hon hêrezh.
A-hed an amzer en deus dizoloet identelezh kêr, he lakaet da skediñ en diavaez ha roet lañs dezhi, evel ma ra C'hoariva an Oriant pe c'hoazh Emvod mil brudet ar Gelted. Hiziv an deiz e vez c'hwezhet e-barzh buhez pemdez an annezidi : dre ar sevenadur e vez krouet liammoù, gwellaet ar vuhez ha roet an tu da bep hini da vleuñviñ.
Un diazez ag ar gevredigezh eo, ur raktres evit ar c'hornad-bro ivez, ha deomp-ni emañ talvoudus-bras plediñ gantañ. C'hoant hon eus e vehe tost ar sevenadur hag an arz ouzh razh an dud ha monet a raomp àr-raok, neuze, gant meur a hent : kinnig abadennoù ag ar c'hentañ ha tost d'an dud àr un dro, skoazell d'ar c'hrouiñ a zo ret-groñs kaout, digoriñ da bep annezad ag an Oriant un hent davet ar pleustr a faot dezhañ, lakaat tud da gaout plijadur gant kejadennoù arz evit an holl...
Rak, en ur gêr ma kej meur a dra, en ur porzh digor d'ar re arall ha treuzet gant redoù-arz, e vennomp e vehe tolpet razh ar rummadoù-oad ha tapet razh an nerzhioù gant ar sevenadur, ha kemeret perzh ennañ gant razh ar re a c'hell. Asambl gant kevelerion niverus e labouromp evit ma vo skignet, gant un dibab ledan, hag evit ma kavo e lec'h, a-bezh, er vuhez foran, en ur vountiñ àr ar mangoerioù hag en ur zilec'hiiñ al linennoù.
Pep tra a vez fardet diragoc'h ha ganeoc'h : ar grouerion a vev penn-dre-benn e kêr, raktresoù ar skolioù hag ar c'hevredigezhioù a gouch an eil re gant ar re arall, ho kuriusted a za da vout lemmoc'h-lemm. Evel-se e vez bouetaet al lodenn frouezhus, bev ha donezonet ag an Oriant.

Norbert Métairie
Maer an Oriant
Prezidant Tolpad-kêrioù an Oriant
Kuzulier-departamant ag ar Mor-Bihan