Ar gêr gloz : a 1666 d’an Dispac’h

Nend eo an Oriant, a-gentañ, nemet ur chanter ur voger en-dro dezhañ ha lann tro-dro. En un un doare heboell emañ kempennet lodenn an hanternoz, ar c’hreisteiz zo lezet evit lochoù ar vicherizion. E Porzh-Loeiz emañ renerion Kompagnonezh an Indez é chom, àr ar chanter emañ staliet al labourizion. Ur wezh lakaet er -maez ag ar c’hloz-se e savont o lochennoù er c’hreisteiz anezhañ hag àr lec’hidegoù ar c’huzh-heol.

Diàr neuze en em laka ar gêr da greskiñ dizurzh-kaer a-hed daou hent a ya kuit a zor ar c’hloz : hani Plañvour a-hed lenn ar Faouedig hag hani an Henbont.  

Meur a raktres kêraozadur a vez lakaet àr ar stern etre 1708 ha 1730 met ne vez ket doujet d’ar steuñvoù steudadur divizet. A-benn ar fin e saver un tres evit roiñ stur da aozerezh an tric’horn a zo etre an daou hent-se.  

Get mogerenn ar gêr, diazezet-sonn ha kreñvlec’hiet, e vez bevennet, evit ur c’hantved, un dachenn kêr ag un hektar ha tregont. Savet e vez, àr-un-dro, kentañ kaeoù kenwerzh ar Faouedig. Setu penaos e vez savet kae Aiguillon e 1766.  

Adal 1769 e cheñch planedenn an Oriant pa vez torret unpiaou kenwerzh Kompagnonezh an Indez. Kêr ar c’henwerzh a grog da droiñ, nebeut-ha-nebeut, da gêr ar c’hreanterezh hag ar verdeadurezh a vrezel. 

An emled maez-moger : an XIXvet kantved

E dibenn an XIXvet kantved en em led ar gêr dre ar c’hreisteiz. En-dro d’ar porzhlenn e weler ur c’hresk nevez. Karter ar Gêr Nevez a sav, skouergornek e dres. Ha kreskiñ a ra da vat adal 1862, ar blez ma erru an hent-houarn en Oriant. Betek bord kae kreisteiz ar porzhlenn e ta. En-dro d’al lenn e kresk an oberiantizoù mor : ur c’hovu pesked a vez staliet àr gae ar su, ur porzh glaou hag ur mirlec’h koad àr ar memes glann.

E Kerantreizh, er-maez a gêr, e vez staliet an ti-gar. Àr an douaroù a zo etre ar mogerioù-kreñv ha Kerantreizh n’eus gwir da sevel tra betek 1907. A gêr d’ar fabourzh-se e yaer get un hent plantet : ar vali De Chazelles.    

E 1888 e talc’h ar gêr da greskiñ ‘maez moger, er mervent. Stanket  e vez lenn ar Faouedig, eno e vo savet karter Merville.  

E penn-kentañ an XXvet e kemm, a-vras, ardremez kêr. Goude krouidigezh aveadurioù nevez evit ar porzh, dizoubladur an Oriant get ganedigezh karter ar Gêr Nevez, e vez diglaset ar mogerioù kreñv e 1902 ha diskaret lod anezhe e 1906.    

Tamm-ha-tamm e vez taolet ar vogerenn d’an diaz, ha setu karterioù nevez : an Dour-Red, ar Vali De Chazelles a stag èl-se ar gêr doc’h Kerantreizh en hanternoz.  

Tier ha savadurioù an amzer-se a weler c’hoazh hiriv-an-deiz e karterioù Kerantreizh, Keriadoù, Merville hag ar Gêr Nevez. Lod arall zo tu da welet e kreiz-kêr, straed ar Marichal Foch, Kae an Indez hag e korn straedoù ‘ zo.

Ar savadurioù-se, evit ar braz anezhe, zo graet o masonad get mein induet get margenn rad. Talbenn un nebeud tier zo mein-rad pe greunvein benet. Stern ar fenestri hag ar rizennoù zo mein-ben, dishañval meur a wezh a liv pe a zanvez. N’eo ket stank ar savadurioù-se er c’hreiz-kêr, stankoc’h e vênt er c’harterioù tro-dro.