Ar Gêr a vremañ

Heuliiñ a ra an Oriant ur raktres kêraoz liammet get istor he forzhioù-mor hag an adlañs armerzhel. Digor ar gêr trema ar mor en-dro da lennoù an XIXvet kantved zo lod ag ar raktres-se.

 

Ar pezh a vo kempennet a vo graet, da gentañ-razh, evit gellet diorren an oberiantizoù mor ha merdeel. N’eo ket hepken kas da benn raktresoù talvoudekaat ar glad, pezh a skorn ul lec’h en e dremened, met kentoc’h diorren an identelezh hag ar glad mor bev, ennañ istor an dud hag al lec’hioù, evit ma vo anavet ha difennet, get implijerion porzhioù ha stêrioù Bro an Oriant, o lec’h labour ha diduamant pemdeziek.  

 

Boutin eo d’an holl raktresoù kinniget un argerzh terkadur a zalc’h kont a :

  • anaoudegezh an istor armerzhel ha sokial ha n’eo ket hepken ar glad gwelus,
  • galvedigezh morel ha merdeel al lec’h,
  • an dafar hebad da implij a-benn roiñ unvanded da lec’hiennoù-mor ha stêrioù Bro an Oriant.

Teir zachennad labour zo bet dalc’het :

1 - An aveadurioù mor

  • Ur porzh bageal 400 plas àr bontigoù zo bet graet, 
  • Ur gar-vor nevez An Oriant-Groe, 
  • An Thalassa, kentañ bag roued-a-dreñv, daet goude da vout lestr-morstudier an IFREMER ha danvez-mirdi ar pesketaerezh hag an dud a vor, Kreizenn-verdeiñ an Oriant hag adsav stavelloù spletus dezhi.  

2 - Talvoudekadur ar c’hreiz-kêr adsavet

E 1959, e dibenn adsav kreiz-kêr an Oriant, e sav Georges Tourry ur bloc’had 480 lojeris sokial àr rakporzh an Oriant : teir barrennad a droc’h a-grenn get peurrest ar c’harter. Ar bloc’had-se, tregont vlez goude, zo daet dihailh. E 1991 e tivizer adneveziñ al lec’h é roiñ an tu d’an annezidi da chom da veviñ ennañ memestra.    

 

E Roland Castro, tisavour, e fizier pennvestroni an ober. Ar chanter-se, kaset da benn e stern un Diorradur Sokial a Garter (DSQ e galleg), a ro d’ar c’harter digor àr ar porzh, dre an ode toullet er varrennad vras : dont a ra da vout un tal porzh nevez.  

 

A-c’houde 5 blez ‘zo e klasker kizidikaat an dud doc’h glad sevenadurel kêr ha doc’h e vererezh. Ur c’houlzad adlivadur, rediet ha yalc’hadoù evitañ, a vez èl-se kaset da benn àr-un-dro get ur c’houlzad gwellaat kletadurezh al lojerisoù hag ur garta a galite a denn da varroù ar stalioù.  

3 - Aozadur an tachadoù boutin

Dre al labourioù-se eh eus bet gellet daskor d’ar gwel hengoun mor ar gêr.   

  • Un hent koad, straed ar Porzh, é tiskouez, en diarsellad, an Tour-Ged.
  • Gwez arallhin plantet evit krouiiñ un endro kement èl evit daveiñ da veajoù listri Kompagnonezh an Indez.
  • Kaeoù an Indez ha re Rohan : rekis eo enframmiñ karter ar Porzh e-barzh buhez ar c’hreiz-kêr. Evit gwellaat an darempred eh eus bet kempennet un hent-bale àr-droad a-hed kaeoù an Indez ha Rohan ; stalioù, tavarnioù ha pretioù a zo bet savet ivez, hag un touristi nevez.
  • Kae Adolphe Pierre : un hent-bale àr-droad àr ur savenn koad a ya da gaout an tour-tan kozh, daet da vout ur gweledva. Diàr ar beg-se e ya ur bontenn 45 metr betek an tour-tan kozh, lec’h ma stag get ur gweledva kelc’hiek en-dro d’al letern kozh, 3 metrad uheloc’h evit ar bourmenadenn. Diàr ar gweledva-se e par an daoulagad àr ar vorlenn, ar porzhioù, ar gêr… Ur valeadenn e koad azobe a wisk ar savenn. Heuliiñ a ra ar grommenn 280 metrad stummet get an atredadur. Un heuliad gwernioù aluminiom, doc’hte gouloù ha bannieloù, a ro c’hoazh muioc’h a dres d’ar grommenn-se.