An Oriant àrc’hoazh

Kreizenn aferioù an Tourioù-Tan

Emañ ar raktres-mañ e stern adaozerezh un dachenn greantel dilezet a dri hektar, gennad tredeel a vo àrnezhañ, mesk-ha-mesk, savadurioù kozh adkempennet ha savadurioù nevez. A-drugarez dezhañ e vo enframmet er c’harter hag e tay da vout unan a zorioù kêr.

Kerole

Àr dachenn ar bon listri-spluj dastroet, àr ur marezad daou hektar bevennet get ar skolaj, ar blaenenn-c’hoari hag ar c’harterioù annezet, e stalier 5 savadur kenlojerisoù tri estaj d’an uhelañ, a roy buhez da holl ar c’harter.

Ar Mordreizher

Ur savadur skolveurel e Lanveur, 3800 m² àr zaou live. Un dra hep par e kêr an Oriant : un doare tisavouriezh awenet get ar mor, kement dre e ziavaez èl dre e vont-en-dro hag e voazioù.

Ur raktres a roy nerzh d’ar skol-veur enframmet en ur c’harter annezet.

Ar Vediaoueg

Aveadur sevenadurel, e kalon raktres an Oriantis (steuñv liesseurt a derkadurioù foran ha prevez) hag a zo lod a greñvadur framm kêrel an Oriant. Un doare tisavouriezh hag a oui, dre-berzh spasad ha gouloù, roiñ d’al lec’h-se an habaskted dleet dezhañ.