An Adsav

Kentizh èl 1943, un nebeud miziadoù àr-lerc’h ar bombezadegoù kentañ, e vez karget Georges Tourry, politeknisian ha tisavour, da adsevel ar gêr dizalbadet.  

 Diviz a raer buan-tre ne vo ket adsavet an Oriant èl ma oa a-gent. Evit Ministrerezh an Adsav hag ar C’hêraozerezh (M.R.U.)e ranker adsevel ur gêr evit an amzer da zont. Adal an hañvezh 1943 en em laka Tourry d’al labour.

Ur bern kinnigoù

E penn-kentañ e faote d’ar c’hêraozour distankaat ar c’hreiz-kêr kozh é tizoubliñ ar gêr dre beuratrediñ ar porzhlenn evit sevel tier àrnezhañ. Dont a rahe da vout ahel-meur ar gêraoz, é tijabliñ karterioù ar c’hreisteiz ag an ijinerezhioù hag ar mirlec’hioù. Disrannet e vehe ar gêr a-zoc’h tachad ar porzhioù dre ul ledennad plantet didorr. Adkreizennet e vehe en-dro d’ar blasenn Jules Ferry. Pellaat a rahe holl elfennoù ar c’hreiz-kêr kozh a-zoc’h mogerenn an arsanailh evit tostaat doc’h ar blasenn nevez. Kendalc’het e vehe get ur park bras, ar Voustoer, dezhañ tres ul liorzh-kêr, gennet etre boulouardoù nevez a ziboukahe ag ur pont nevez savet àr al linenn hent-houarn.  

 Diàr ar c’hinnigoù-se e krog al labourioù adlodenniñ.  

Goude c’hwec’h vlezad labourioù, kinnigoù raktresoù, kendivizoù get ar strolladoù reuzidi, e tilezer da vat ar soñj da sevel tier àr ar porzhlenn. E 1949 e tihaner d’en atrediñ. Àr-lerc’h an divinerezh, an diatrederezh, adaozadur hollad an danframm (dour, tredan, gaz) e vez siellet ar maen kentañ, a-benn ar fin, d’an 12 a viz Meurzh 1949, straed ar Porzh. Adsavet e vo an Oriant é kendiviz dizehan get hec’h annezidi hag é heuliiñ ur steuñvenn a zoujay da dres prantad ar rakvrezel, er c’hontrol doc’h ar pezh a vo graet e Brest, Sant-Nazer pe en Havr-Nevez da skouer.

Savadurioù an adsav rannvroel e awen

Skouerioù : Plasenn Alzas-Lorren, Enezennad straed Liej, straed ar Porzh, hag all.  

Savadurioù an adsav rannvroel e awena anaver dre :

  • O zres hollek merket get ar simetriezh
  • O zoennoù daouziribinek toet get mein-glas
  • O lukanioù àr an doenn - digorioù uheloc’h evit m’emaint ledan
  • O fatromoù kinkladur, sternioù fenestri, barlennoù...
  • O houarnerezh-goveliet hengounel : barrenerezh eeun.

 

Stumm enezennadoù kloz o deus ar savadurioù-se get un nor-barzh hag un nor-maez    

Kaset e vo al labour da benn diàr ziazez melestradurel an enezennad, tachenn bevennet get peder straed, a-gentizh ma erruay argant an digolloù-brezel, da lâret eo en Oriant, div bep blez. Pep enezennad a vo e karg anezhi ur penntisavour karget a unvanded kenedel an hollad. Un tregont tisavour bennak a labouro èl-se àr garter ar c’hreiz-kêr etre 1949 ha 1963. Razh tuadoù ha levezonoù tisavouriezh ar blezadoù 50 a vo eno tolpet.  

Kloz ha paket e vo an enezennadoù kentañ : tolzoù savet diàr al lodaoueg, helenn o bevennoù perc’henniezh. Goude e tay ar youl da zilez ar porzhioù kloz ha da zigor kalon an enezennad d’an holl ; tamm-ha-tamm e pella ar savadur a-zoc’h tres ar ruioù. 

Savadurioù an adsav arnevez e awen

Skouerioù : Enezennad straed Liej, straed ar Porzh, Tour Martel, ar " Vananenn ", hag all.  

Savadurioù an adsav arnevez e awen : 

  • O baliroù : baledoù, balkonioù 
  • O leurdoennoù pe o zoennoù-liorzh 
  • O fenestri àr an hir 
  • O filochoù : gwirion pe kinklaj alies

 

Kenframm hollek an taloù àr ur ru ne lez da welet nep disrann a berc’henniezh.

Tal-ha-tal e kaver enezennadoù kloz hag enezennadoù digor, skeudenn un disavouriezh liesseurt : adal an adsav mik èl a-gent betek drevezerezh ar cité radieuse, annezva ar Voustoer, renet get an tisavour Conan e 1962.