Al lodennadurioù - blezioù 30-40

Al lodennadurioù : etre an daou vrezel

An Oriant a laka holl nerzh he armerzh en he forzh-pesked hag en he forzh-marc’hadourezh. Adframm kaeoù Kergroaz ha digoradur porzh-pesked nevez Kerroman, e 1927, a ro dezhi aveadurioù arnevez a c’hello, gras dezhe, kreskaat an treizh, liesaat ar paramanterezh ha lakaat evel-se an ijinerezhioù da baotaat.

Gourlan eo an tachad mogeriet ha bec’hiet get ar reuzioù a za da heul ur boblañs re stank ha lojet fall.

Brasaat a garahe a-walc’h kêr ober met displet eo an tachadoù dijabl etre Merville ha Kerantreizh.

Goulenn a ra an Oriant an aotre d’em astenn àr zouaroù Plañvour, ar gumun amezegez. Harpet e vez ar goulenn-se get tud kêriadennoù a faot dezhe bout kenstaget doc’h an Oriant. Goude hir breud e asant Plañvour, e 1929, dioueriñ a 75 hektar.

Ar raktres kêraoz, kaeraat ha kreskaat

Embannet e vez, goude ar brezel-bed kentañ, lezennoù diàr-benn aozerezh ar c’hêrioù. Rediet e vez ar c’hêrioù da raktresiñ o diorren àr hir-dermen ha dre-se da sevel ur steuñvenn n’eo ket hepken kêraoz, met ivez kaeraat ha kreskaat.  

E 1926 e vez kinniget d’ar Ministrerezh ur raktres hollek evit ar gêr. Re skort e vez kavet. Diviz a raer neuze goulenn kenlabour ur c’hêraozour, an Aotrou PARENTY, evit sevel ur raktres nevez. Degemeret e vez hennañ e 1935. En tu ‘rall da rouedad an hentoù pennañ emañ diazezet ar raktres àr vennozh an tachadoù, evit roiñ da bep karter an oberiantiz a jaoj ar gwellañ doc’htañ. Tri zachad zo er raktres : un tachad kenwerzh,un tachad greanterezh hag un drivet, tachad lojerisoù.   James ne vo kaset ar raktres-se da benn met un diaz-labour e vo da gêraozerion an Adsav.

Prantad al Lodennadurioù

Etre an daou vrezel e kresk ar c’hêrioù dre al lodennadurioù. Enezennadoù a sav un tammig e pep lec’h e tro ar c’hêrioù. En Oriant ivez e weler an dra-se.  

Sevel a ra al lodennadurioù-se a-hed an hentoù pennañ, er gwalarn trema Kemperle ha Kemper, er biz trema an Henbont, er mervent trema Plañvour. Krouidigezh ar porzh-pesked nevez, er c’hreisteiz, a laka ivez sevel ur c’harter a-bezh.  

Evit ar muiañ e kresk al lodennadurioù-se taol-didaol adal 1926, é roiñ da soñjal e savont diraktres. N’int nemet chanterioù bihan o ment ; n’heller ket komz da vat ag un adlodennerezh a-vras.  

Karterioù ar Voustoer, ar Gêrnevez, an Dour-Red er c’hornog, ha Kerroman er mervent, a zo tachadoù lec’h ma vo savet tier a-yoc’h.

An tisaverezh

An doare da sevel tier etre an daou vrezel a zo dishañval a-grenn doc’h hani ar prantad a-raok ; ul liamm a vez bremañ etre ar c’hinkl hag an teknologiezhoù nevez. An tier nevez, savet alies diàr gatalogoù, o dez personelezh a-drugarez da ijin divuzul ar vasonerion italian. Egorenn ar savadur a ya ag an eeunañ d’al labouretañ, dreist-holl en ereadur penn ha tal.  

Evit pep unan e lakaer ar pouez àr ar c’hinkladur hag al livioù : indu, sternaj-peoù, mein, brik, feilhañs, marellig, houarn-goveliet.Dishañval e vez pep savadur a-fed aozadur e dal, a-fed ar munudoù. Dafar nevez a implijer : beton-houarnet, parpagnoù ken-houarn, indu a bep seurt a vezer souezhet doc’h o zres.